en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar Big a Gan: n'eo ket pell ar vakansoù Nedeleg!

Ar Big a Gan: n'eo ket pell ar vakansoù Nedeleg!

Setu ni en-dro gant ar Big a Gan, un abadenn sevenet get ar skolidi divyezhek evit ar skolidi divyezhek. Setu un hanter euriad plijadur get kenigoù a-bep seurt : sonennoù get skolidi Maoron, Baod pe An Oriant, ur lennadenn get bugale Baod a-ziàr un tem a blij d'an dud, (ne lâran ket deoc'h peh hani eo . dalc'hamp un nebeut suspens ur seurt !) Ni glevay ivez ur rubrikenn tro-dro d'ar Ragistoer ha Galia, get skolidi Ploermel. Skolidi CM Brec'h o deus reportajet e kornad an Alre, pezh a vo klevet tuchant. Ni dapay doéré ag ar Vendée Globe get skolidi CM Baod. Anav a rit ar redadeg bagoù tro dro ar bed ! Goude an droiad àr vor get ar re CM vo tro bugale klas ar re vras, Cp ha CE1. Gint lennay deomp un albom o deus studiet er c'hlas... Setu arriu prantad An Nedeleg!

Ar Big a Gan

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio