Digeriñ o stalioù araok an 20 a viz Genver 'fell d'an davarnourien!
N'hallo ket nag an tavarnioù, nag ar restaorantoù ha nag ar boestoù-noz digeriñ en dro 'benn ar dibenn sizhun da dont, 'vel ar stalioù all. Kement 'mañ 'oa embannet gant Emmanuel Macron dimeurzh noz. Evel just eo serret an holl stalioù nann ret 'vit bevañ 'ba Frañs abaoe ur miz. Ur bouchad anezho 'zo lakaet diaes tre 'vel an ekonomiezh 'ba Frañs. Digeriñ ar stalioù araok Nedeleg 'vit klask saveteiñ 'nezho 'zo unan eus palioù diviz prezidant ar Republik. Sañset c'hallo renerien an tavarnioù hag ar restaorantoù digeriñ en dro 'benn an 20 a viz Genver gant ma yaio 'vo diskennet izel an niver a dud tapet gant ar c'hovid 19. En holl eo 5 miz hep gellout digeriñ o stalioù 'vo 'benn miz Genver. Tugwal Girard 'zo penn ar Mar Mousse 'ba Sant Brieg. Pa 'neus klevet ar c'heloù gant Macron 'oa dipitet mat 'vel just. Gant Erwan Blanchard.
'Vit poent e kendalc'h ar Marmousse da vont en dro. Kas ha degaset 'zo bier da di an dud. Met 'vel 'zo bet kontet deomp gant Tudwal n'eo ket stank ar bier urzhiet 'vel da vare ar prantad kefinañ kentañ. Kenderc'hel 'ra da vont met goar 'ra Tudwal 'zo chañsoù bras 'vefe ur prantad kraouiañ all 'benn 2021.