en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gant al lezenn war ar "Surentez hollek" 'vo roget frankiz an dud!

Gant al lezenn war ar "Surentez hollek" 'vo roget frankiz an dud!

Studiet eo ar raklezenn war ar "Surentez hollek" gant an deputeed 'ba Pariz 'baoe dec'h. Ur raklezenn da reiñ muioc'h a c'halloudoù d'ar polis-kêr hag ivez da wareziñ muioc'h, sanset, ar boliserien hag an archerien. Gan an ONU eo gourdrouzet Bro-C'hall ivez en ur embann 'vo lakaet diaes frankiz ha gwirioù bugel den, sevel 'ra a-enep Lig gwirioù bugel den pe c'hoazh Amnesty Etrevroadell . Ar mennad 24 da gentañ, n'eo ket erru mat gant kalzig a dud 'ba Frañs: ar mennad da difenn ouzh an dud ha ouzh ar gazetennerien skignañ filmoù ha poltredoù penn ar boliserien hag archerien gant ar pal ober drouk dezho. Hag ar c'hastizoù c'hall bout ponner 'vit ar re na doujint key ouzh al lezenn: beket ur bloavezh toull bac'h ha 45 000 euro a dell kastiz. Ankeniet eo stourmerien gwirioù bugel den 'vel Joelle Perrot 'zo sekretourez Amnesty Etrevroadell 'ba bro Gwitalmeze goaen d'ar mennad 24, dreistholl...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio