Ne vo ket skarzhet Vincenzo Vecchi da Italia
Ne vo ket kaset Vincenzo Vecchi da Italia 'benn ar fin ! Dec'h zo bet roet e ziviz gant lez-galv kêr Anje da geñver e varnadenn. Goulennet voe gant Italia ma vo skarzhet ar stourmer deus an tu kleiz maez deus bro C'hall, a-benn bezañ barnet e bro Italia. Rebechet vez dezhañ bezañ kemeret perzh e manifestadegoù enep ar G8 e kêr Jenova e 2001. 8 bloaz 'zo bremañ en eus Vecchi savet ur vuhez nevez evel livour-tier ha kalvez e Breizh, e kumun Roc'h an Argoed. Mez dibaoe muioc'h evit ur bloavezh e tremen eñ a lez-varn da lez-varn, da c'hortoz goût ma vo kaset da Italia gant Frañs pe ne vo ket. Ha ne vo ket 'benn ar fin moarvat. Mael Lhopiteau a zo ezel deus kuzul skoazell Vincenzo Vecchi. Lâret a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean eo aze un diviz a ro ur skeudenn vat deus ar pezh e c'hell bezañ ar justis e bro C'hall.
N'eo ket echu pep tra penn da benn c'hoazh padal. Tri devezh 'n eus ar brokulerezh evit kas an afer el lez-varn terriñ ma fait dezhi. Bro Italia 'n eus hi betek fin miz Du evit asantiñ ma chomo Vincenzo Vecchi e bro C'hall. Gall a rafe Vecchi ober un nebeut mizvezhioù prison ivez c'hoazh, pa chom un doser ha n'eo ket bet klozet penn da benn gant al lez.