Ar vaered evit ma vo digor ar stalioù bihan
Serriñ an holl stalioù 'zo gwerzhet enno produioù n'int ket ret evit bevañ 'vit talañ ouzh red ar c'hovid 19 'zo unan eus ar muzulioù kreñv 'zo bet lakaet e pleustr gant gouarnamant Bro-C'hall da geñver an eil prantad klozañ ar bloaz-mañ. Pezh 'zo n'eo ket perc'henned ar stalioù bihan evit degemer an diviz-se ken. An diviz, hag a bado beket devezh kentañ miz Kerdu da nebeutañ, ne dalveze ket, da gentañ, evit ar gourmac'hadoù. Evit ul lodenn eus ar goñversanted e talv 'vo ret paouez gant o embregerezh kar un tamm mat a arc'hant 'neunt kollet da genver al lajad klozañ kentañ dija. Sevel 'reont 'ba pep lec'h 'ba Frañs a-enep an diviz tapet gant ar gouarnamant hag evit-se int skoazellet gant ar maerioù 'vit stourm. Maered 'zo da skouer, 'neunt embannet un arrete 'ba o chumunioù da reiñ an aotre d'ar stalioù chom digor. E fin ar sizhun dremenet 'oa kaset ul lizher da Jean Castex, ministr kentañ Bro-C'hall, gant kevredigezh maered Bro-C'hall 'vit goulenn groñs gantañ reiñ an aotre da digeriñ an holl stalioù lec'h m'eo doujet d'ar reolennoù gwarez. ha war un dro lakaat da serriñ lodenn eus ar supermarc'hadoù lec'h 'zo gwerzhet dilhad, levrioù hag a bep seurt traoù all. Setu 'pezh a displeg deomp Dominig Cap, prezidant kevredigezh maered Breizh ha maer Plougastell-Daoulaz.
Disul noz 'n oa embannet Jean Castex 'vo ket aotret ar stalioù koñvers da digeriñ en dro. Met votet 'vo ur pevare budjed gant an deputeed ar bloaz 'mañ. ennañ 'vo ouzhpennet 20 milliard a euroioù da skoazell ar stalioù koñvers 'ba Frañs da glask derc'hel da vont.