"Champ d'expression", ur gejadenn etre bed an arzoù ha hini al labour douar
Champ d'expression », ur gejadenn etre bed an arzoù ha hini al labour douar a zo bet aozet evit ar bloaz c'hoazh e kreiz Breizh, gant ar gevredigezh La Fourmi.e. E-pad ur pennad zo chomet arzourien hag arzourezed war pevar menaj, dezhe da sevel oberennoù staliet war blas, liammet gant an en-dro pe c'hoazh ar vuhez war ar menaj. Er bloaz-mañ emañ an diskweladegoù e Sant-Nigouden, Mêl-Karaez peotramant c'hoazh Kermaria, e Lokarn, war menaj bio Philippe ha Martine Kamuz. Aze 'oa chomet Félicité Landrivon e-pad teir sizhunvezh a-benn kinnig oberennoù e liamm gant ar pezh 'devoa bevet e-keit ma oa en rezidañs, evel 'vez lâret.
Deomp da heul Martine Kamuz betek oberennoù an arzourez... 'Mañ deus mikro Tomaz Laken en RKB.