Breizh enep Bayer a zo evit debriñ boued mat
Ul luskad keodedel ha broadel 'oa disadorn, « Notre assiette pour demain » 'ba Breizh ha ba bro C'hall. Ouzhpenn tri c'hant manifester 'oa 'b'an Oriant diwar c'halv ar c'henstrollad a-enep Bayer-Monsanto, evit kaout boued mat evit ar yec'hed. Evit ar vanifestourien eo poent cheñch sistem labour-douar. Un toullad gerioù gant an dud oa 'barzh ar vanifestadeg. Filip ar Saoz da gentañ, a zo deus mikro Yuna Cojean.
Ar c'hevredigezhioù " Dour ha sterioù Breizh " ha « Breizh Vev », met ivez sindikadoù ha strolladoù politikel a oa 'ba manifestadeg an Oriant. Manifestadegoù « Notre assiette pour demain » a oa aozet b'a pep lec'h e Breizh ouzhpenn en Oriant : e Sant-Brieg, Lannuon ha Kemperle da skouer.