Dalc'het e vo Gouel al levrioù e Breizh e fin ar miz d'ar 24 ha d'ar 25 a viz Here e Karaez
Dalc'het e vo Gouel al levrioù e Breizh e fin ar miz, sur an dra! D'ar 24 ha d'ar 25 'vo e Karaez, evel bep bloaz 'ta. Diasur 'oa memes tra gant afer ar c'hovid 19, met gant youl an aozerien eo kaset an traoù da benn. Evel just 'vo un tamm bennaket bihanoc'h evit na vez da gustum, abalamour da doujañ da reolennoù yec'hed a-vremañ. Un emgav a-bouez eo ken ec'h eo, evit an embannerien, tapet fall o aferioù gant ar c'hovid 19 ivez, met evit al lennerien ivez. Un tem evit ar bloaz: ar varzhoniezh, hag ur prezidant a enor evel bep bloaz: Denez Prigent. Pelloc'h gant Charlie Grall unan deus krouerien hag aozerien ar gouel. gant Tudual Karluer.