en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

'Oa ket bet graet un degemer mat da roue Bro-Spagn 'ba Katalunia digwener!

'Oa ket bet graet un degemer mat da roue Bro-Spagn 'ba Katalunia digwener!

'Oa ket bet graet un degemer mat da roue Bro-Spagn 'ba Katalunia digwener. tri bloaz war lerc'h ar referendum war an dizalc'houriezh hag ar feulster eus perzh ar Stad 'pa 'oa bet disklaeriet Katalunya dizalc'h gant Carles Puidgemont. Felipe IV 'oa 'ba Barcelona da geñver un darvoud ekonomikel. Koulskoude eo start ar prantad politikel etre bro Katalunia hag ar roue d'ar mare-mañ. Se 'zo kaoz n'o deus ket fellet ar varaed mont da welout ar roue. Plantet 'zo bet tan 'ba poltred Felipe IV . Kazetennerez eo Juliette Cabaço-Roger .. Digwener eo bet war al lec'h, 'ba Barcelona, da boent ar vanifestadeg a-enep ar roue. Displegañ a ra deomp perak n'eo ket erru mat ar roue 'ba Bro Katalunia. Ouzh mikro Yuna Cojean. Gant un enkadenn bolitikel emañ Rouantelez Bro-Spagn an deiz a hudu.. Peogwir 'zo aferioù arc'hant dihentet gant ar roue kozh, Juan Carlos. Kalz a drouz a ra an istor se 'ba Bro Spagn. Se 'zo gaozen eo aet Juan Carlos da Emirat Arabes Unis da glask repu. Hag ouzhpenn se. ne sikour ket ar roue Felipe IV renkañ afer Katalunia kennebeut.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio