Roz eo al liv roet d'ar stourm a-enep da grign-bev ar vronn
Roz eo ar liv roet d'ar stourm a-enep da grign-bev ar vronn. "Octobre rose" pe Here-roz a vez dalc'het e pep lec'h e Bro C'hall (Frañs). Ar pal a zo lakaat an dud da roiñ argant... Hag ivez kelaouiñ an nen ema ret ober un test, ur mamografi da skouer. Ur vaouez àr 8 a c'hell kaout ar c'hrign-bev-se. Alan Goulwen a zo medisin e retret, kav a ra getoñ eo pouezus bras ober an test. Bep blez e veze gwelet maouezed get krign-bev ar vronn en e gabined. Muioc'h a zisplegadennoù getoñ, doc'h mikro Enora Molac en RBG gant skoazell Yuna Cojean.
Abalamour d'ar c'hovid naontek eo nullet traoù evit here-roz...Evel ar redadek « La lorientaise » da skouer. Met posubl eo roiñ un tamm argant evit sikour dezhi, dre lec'hienn internet La Lorientaise.