Ne vo ket a genstrivadeg bagadoù en Nevez-amzer.
Bodadeg ar Sonerion, kevredigezh o vodañ ar bagadoù, 'n eus divizet da nullañ ar c'henstrivadegoù evit amzer-nevez ar bloaz a zeu, blam d'ar c'hovid-19. Ne vo ket deus Kampionad ar bagadoù e 2021. Met gant ar spi emañ Sonerion da aozañ kenstrivadegoù e-pad an hañv ma zo moien d'ober. Diaes eo ar jeu evit ar gevredigezh vreton hag evit ar bagadoù. Un tamm sell war an afer-se.. ha war an amzer dazont gant Andre Keffeleg, prezident Sonerion... ouzh mikro Yuna Cojean.
War zigarez devezh emvod-meur Sonerion disadorn e vo kaozeadegoù war an amzer-dazont. Penn an amzer-nevez e vo gwelet ma vefe posubl ober kenstrivadegoù an hañv.