'Benn an distro skol 2021 'ranko an holl vugale mont d'ar skol!!!
'Benn an distro skol 2021 'ranko an holl vugale, adalek tri bloaz, mont d'ar skol, setu 'pezh 'neus embannet Emmanuel Macron, prezidant Republik Bro-C'hall e fin ar sizhun dremenet, 'pa 'noa kinniget e steuñv a-enep an disrannouriezh. Fin ar sistem ober skol 'bar gêr e vefe. Pezh 'na ket, evel just, d'ar re 'neunt divizet kelenn d'o bugale maez eus ar skolioù. Selaouomp Yann Gourvil ha Simone Alvez. Gant Erwan Blanchard.