Lakaet eo diaes an arzourien abalamour d'ar C'hovid
Sonadegoù, arvestoù, gouelioù. zo bet nulet 'ba Bro C'hall ha Breizh dreist-holl abalamour d'ar c'hovid-19. Ul lodenn eus ar salioù-arvest 'zo serret ivez. Abaoe c'hewc'h miz eo diaes da labourat evit an arzourien. Ankienet int evit an dazont. Se a zo kaoz 'oa aozet ur vanifestadeg ganto 'ba Lille, nevez 'zo, hag eo posubl gwelout poltridi arzourien Facebook gant ur gemenadenn skoazell ha kengred gant ar bed kevredigez. Un tamm displegadenn gant Rozenn Talec, kanerez, ha Marion Gwenn kanerez ha komedianez.
Daou c'hant milion euro a vo postet 'vo skoazell ar strolladoù hag an arvestoù arzourien en deus lavaret ar gouarnament.
Un emvod evit ar festivalioù a vo dalc'het hudu ha warc'hoaz ba Avignon, gant ministrez ar Sevenadur Roselyne Bachelot.