N'eo ket 12 sizhunvezh a-walc'h evit kaout ar gwir da ziforc'hiñ e bro C'hall
Ur vanifestadeg e oa dalc'het ba Brest dec'h, plas ar frankis, evit devezh etrevroadel ar gwir da zifoc'hañ.. War dro kant a dud a zo deuet diwar galv ar plannig familh. Sevel rae mouezh ar gevredigezh da sikour ar maouezed gant o buhez revel. Eviti n'eo ket echu ar stourm evit ar gwir da ziforc'hañ er bed hag e bro c'hall kenebeut.
Selaouomp Sophie Trehen-Giacobazzi, stourmerez 'ba plannig familh Brest, deus mikro Yuna Cojean.
Fellout a ra d'ar plannig familh ma vo hiraet an termen evit kaout ar gwir da zifoc'hañ. hag ober ma n'hello ket ar vedisined nac'hañ lakaat ur vaouez da ziforc'hiñ m'he deus c'hoant.