EELV hag an UDB assambles evit an dilennadegoù rannvro
Un tamm diwezhatoc'h, e 2021,'vo dalc'het an dilennadegoù rannvro ha departamant. Ar strolladoù politikel 'zo o prientiñ 'nezho dija. Nevez 'zo eo bet dibabet gant Europa Ekologiezh hag ar re c'hlas mont war ar renk asambles gant an UDB. Sevel ul listennad ekolojisted ha rannvroelourien 'vit klask bout trec'h 'benn an nevez hañv kentañ, setu pezh a zispleg deomp Olwen Denez, ezel eus EELV 'ba Roazhon, gant Erwan Blanchard.