en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Efedoù drastus an douristelezh war inizi Filipina

Efedoù drastus an douristelezh war inizi Filipina

Gorrekaet eo ekonomiezh broioù Azia o tioren. Evit ar wezh kentañ diaboe 60 vloaz e welo ar broioù-se kresk o ekonomiezh mont war gil zoken, hervez rakweloù Bank Azia an Dioren. Diforc'hoù a efedoù braz a zo hervez ar vro padal. Bro Filipina da skouer a zo enket c'hoazh, dreist holl er c'herioù braz, ha sarret eo an harzhoù gant ar broioù all. Met dreist-holl eo bresk tre he ekonomiezh da seurt enkadennoù, dre m'eo dalc'het penn da benn gant an douristelezh. Ha n'eo ket prest an douristed da zont er vro en dro. Mez ouzhpenn breskaat ekonomiezh ar vro, 'n eus an douristelezh e bro Filipin efedoù fall war an endro hag ar c'humuniezhioù lec'hel. Yuna Puech 'n eus labouret e pad daou vloaz en ur gevredigezh o labourat evit mat un enezenn anavezet Malapascua. Asambles gant ar gevredigezh « People and the Sea » he deus Yuna klasket lakaat e plas ur mod touristelezh padus, gant ur raktres anavezet « Inatô Homestay ». Ar pal oa lakaat an douristed da vezañ lojet e familhoù ar vro, ha n'eo ket e hosteloù braz.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio