Distro ar sindikadoù war straedoù Brest
Distro ar stourmoù sokial ha sindikad 'oa 'ba Frañs dec'h. Diwar galv CGT, FO 29, FSU ha Solidaire oa aozet ur bouchad manifestadegoù. Savet 'oant evit difenn an implij ha stourm a enep an disingalderioù.
'Ba Brest, plasenn ar frankiz, oa bodet ur mil bennaket a dud hervez ar sindikadoù, ha pemp kant den hervez ar sifroù embannet gant ar polis. Yuna Cojean oa war blas dec'h beure. Roet neus ar gaoz da Lena Catalan Marcos sekretourez unvaniezh FO Brest.