Skol e brezhoneg gant kelennerien na gomzont ket brezhoneg !
Gant an distro-skol e tizolo tud ar vugale penaos eo bet savet ar gartenn skol. Peseurt postoù a zo bet krouet, pere n'int ket bet, ha pere a zo bet lemet kuit. E bro Wened zo kudennoù gant un nebeut klasoù divyezhek e skolioù publik. E Ploue zo bet nac'het digoradur un hanter post, evit lakaat unan e galleg e plas. E Kistreberzh zo bet asantet digeriñ un hanter-bost evit ar c'hlasad divyezhek, mez a vo e galleg nemetken. Memes mod zo bet graet e Lokmikelik. Hag en Henbont n'eo ket ur post en e bezh a zo bet digoret, met un hanter hini nemetken. Manifestet o deus ar gerent e Gwened ar sizhun dremenet dirag an Ensellerezh Akademek da ziskouez int nec'het n'hello ket o bugale eskiñ brezhoneg evel ma faot.
Tifenn Siret a zo dilennadez e kumun an Henbont en karg deus ar brezhoneg. Lâret a ra deus mikro Enora Molak e Radio Bro Gwened ar pezh a zo bet respontet dezho gant an Ensellerezh Akademek.