Deskiñ brezhoneg en linenn e c'hall an nen ober!
Bep bloaz en diskar-amzer eo ar mare ma c'hell an dud deuet divizout heuliañ kentelioù ha deskiñ brezhoneg. E Breizh zo 160 lec'h evit heuliañ kentelioù sizhuniek, hag evit ar re fell dezho mont pelloc'h 'zo 16 lec'h da heuliañ ur stummadur hir 6 pe 9 miz. (3 200 den o doa lakaet o anv e kentelioù sizhuniek warlene, hag e oant 360 oc'h heuliañ stummadurioù hir.)
Evit Fulub Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg, ' zo un diouer a argant evit gellet diorreñ modoù all da gelenn, ha desachañ deskarded doare nevez.
Pep hini a zo gant ar c'hoant deskiñ brezhoneg a c'hell galvañ Ofis Publik ar Brezhoneg, hag a ouio hentañ anezhañ pe anezhi tramek an aozadur pe ar mod stummadur hag a gloto gantañ pe ganti.