en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

18 post labour nebeutoc'h gant Diwan evit an distro-skol !

18 post labour nebeutoc'h gant Diwan evit an distro-skol !

Kalzig a skolioù Diwan 'zo lakaet diaes just araok an distro skol. E kreiz ar sizhun dremenet 'oa embannet gant Pol-Emploi ne vo ket aotret anezho goprañ implijidi nann-gelennerien dindan kevradoù PEC 'vel 'oant e sonj ober. Ar c'hevradoù PEC (Parcours Emploi Compétence) a zo 'vit roet ur skoazell da baeañ 'nezho gant Pol Implij. 18 plas labour nann gelennerien 'vo ket posubl derc'hel 'blam da se 'vit poent. Un taol fall un nebeut devezhioù araok an distro 'vo 'benn arc'hoazh dreistholl gant ar protokol 'vo da lakaat e pleustr 'blam d'ar C'hovid 19. 'Vit poent eo ar skolioù 'zo 'ba Kemperle, an Oriant, Baod, an Alre, Ponte-Kroaz, Lannuon pe c'hoazh Lesneven 'zo tapet berr. Eno 'ba Lesneven eo gant tri flas labour nebeutoc'h 'vo ret ober. Selaouomp Anne Caer 'zo renerez skol Diwan Lesneven ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio