en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Skoet mat eo ar stal Brittany Ferries ar bloaz-mañ

Skoet mat eo ar stal Brittany Ferries ar bloaz-mañ

Lakaet eo diaes ar Brittany Ferries evel biskoazh. Hervez pennoù bras ar gompagnunezh bigi 'zo he sez 'ba Rosko eo 100 milion a euroioù 'vo kollet ganto ar bloaz 'mañ. Kement se 'blam d'ar C'hovid 19 ha d'ar Brexit. Bep bloaz eo 2,5 milion a dud 'ya gant bigi Brittany Ferries 'vit treuziñ mor Breizh da vont da Vro-Saoz ha Bro-Iwerzhon pe mont da Vro Spagn. 200 000 karr samm 'zo kaset gant ar stal 'oa kroet 40 vloaz 'zo gant legumajerien ar SICA. Met abaoe penn kentañ ar bloaz 'mañ eo 75% nebeutoc'h a dud 'neunt beajet e-bourzh bagoù Brittany Ferries. Diviz gouarnamant Rountelez-Unaned lakaat rediañ an dud en em gav 'ba o bro da chom kraouiet 'pad 14 devezh araok mont ha dont digabestr war e douaroù 'zo bet un taol fall e kreiz miz Eost. Kerkent 'oa nullet 35 000 bilhed gant ar pratikoù. Un nebeut displagdennoù gant Pierre Bihan-Poudec 'zo bez prezidant Brittany Ferries, emañ gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio