"Sklent", ur vreserezh breton nevez e Forest-Landerne
Tost mil referañs bier lec'hel 'zo 'ba Breizh e 2020! Renablet 'zo war dro 110 breserezh 'ba Breizh 5 departamant. ha ne ra an niver a stalioù bresañ, bras pe vihan, nemet mont war greskiñ 'vit respont da ezhommoù ar boblañs! 'Ba Forest-Landerne, chouk Brest, 'zo bet savet unan gant daou vreur: Pierre-Louis ha Constant Oger. Sklent eo anv o stal roet lañs dezhi 'kerzh ar prantad bac'hañ. Ha war un dro eo anv ar bier bio 'zo breset ganto ba ti-feurm ar Fessiou. Met un tamm 'zo dija 'zo breset bier ganto. Selaouomp Pierre-Louis Oger ouzh mikro Erwan Blanchard.
Bier IPA, melen, goularzh hag unan special c'haller evañ ha mont da brenañ 'ba meur a stal 'ba bro Landerne ha war marc'had Forest-Landerne bep sadorn beure etre 9e00 beure ha 1e00 goude kreisteiz