Plougonver, penn gêr ar c'hoarioù hengounel!
Bep sadorn, e-kerzh miz Eost, e c'haller mont da deskiñ c'hoari c'hoarioù hengounel Breizh 'ba Plougonver, chouk Benac'h. Serj Falezan, ezel eus komite departamant ar sportoù diwar ar maez, a degemer an nep a gar evit sachañ war ar gordenn pe, c'hoazh, c'hoari bouloù Breizh. Met, mont pelloc'h 'vit ar c'hoari e fell da Serj Falezan ober. Selaouomp 'nañ ouzh mikro Yann-Ber Guyader e Radio Kreiz Breizh.
Adalek div eur goude merenn 'vo roet lañs d'an endervezh. 'Kichen an dachenn c'hoari bouloù 'vo degemeret an dud gant Serj Falezan. Ret e vo gwiskañ ur maskl 'vit gellout kemer perzh 'bar prantad c'hoarioù hengounel Breizh.