keleier 9e vintin
@@@Ar vugale ekempoù vakansiñ da vare ar c'horonavirus@@@
Gant Alan Kassis, buhezourez, deus mikro Neven Penneg.
selaouit ar pennad-kaoz
Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :
113 den marvet, 4000 den gloazet ha 300 000 den hep ti : un devezh hanter goude tarzhadegoù Beyrouth e vez kontet an droukheuliadoù e kêr benn bro Liban.
75 vloaz 'zo e oa marvet 140 000 den e kêr Hiroshima, pa oa bet laosket bombezenn nukleel gentañ istor Bugel-den da gouezal war ar gêr Japonad.
LGBT : tri zen a zo bet lakaet dindan ensell e bro Pologn, evit bezañ goloet delwenn Jesus gant bannieloù liesliv.
Lakaet eo bet departamant ar Morbihan dindan evezh da geñver ar sec'hder gant ar prefeti.
Hiriv e vo dasparzhet gant ar Post 1,5 milion a vaskloù d'ar Vretoned ha d'ar Bretonezed o vezañ gant nebeut a c'hounidoù.
Difennet o deus Facebook ha Twitter skignañ ur video gant Donald Trump o tegas keloù faos war ar c'horonavirus.