Peseurt hañvezh evit Ekomirdi Menez Are...
Disheñvel-mat eo miz Gouere ha miz Eost deus ar bloavezhioù ziwezhañ evit pezh a sell deus an douristelezh hag ar vakañsoù. Nebeutoc'h a vakañsourien a zafe d'an estren vro abalamour da enkadenn ar c'hleñved red Kovid 19. E Breizh e vez merzhet evit ar marre zo muioc'h a dud er vro da geñver ordin. Disheñvel eo an hañv ivez evit Ekomirdi menez are. Displegadennoù gant Brendan Petit hag a zo karget eus an hanterouriezh en Ekomirdi. Emañ deus Mikro Reun Treger.