Manifestadeg e Montroulez da zerc'hel gant ar stal HOP!
War dro 400 a dud 'oa o vanifestiñ dirak ar stal HOP! dec'h beure. Ur vanifestadeg 'vit sevel a-enep diviz renerien Air France, 'oa war blas dec'h, da serriñ ar stal 'ba Montroulez lec'h 'vez kempennet ul lodenn eus ar c'hirri-nij. Hervez ar raktres 'vo serret HOP! Montroulez araok 2023. 276 plas labour 'vo distrujet. Ur sapre taol eo evit bro Montroulez ha Bro-Dreger 'zo o c'houzañv d'ar mare-mañ gant stalioù 'zo lakaet diaes. Setu 'pezh 'neus embannet Solange Creignou, maerez Sant-Tegonneg hag unan eus bez-prezidanted Kuzul departamant Penn-ar-Bed. Emai gant Erwan Blanchard.