Poent eo plantiñ argant en ospital !
Klañvdiourien, skoazellerien-klañvdiourien hag implijidi all an Ospitalioù publik ha prevez ha tiez evit ar re gozh 'zo war ar straedoù hudu 'vit manifestiñ. Goulenn 'reont groñs gant ar gouarnamant lakaat e pleustr ar promesaou graet gantañ 'vit gwellaat ar sistem yec'hed 'ba Bro-C'hall. Splann eo bet, 'kerzh ar prantad klozañ 'blam d'ar C'hovid-19, e chom bresk aozadur an Ospitalioù 'vit talañ ouzh ur c'hleñved red evel se hag evit kas ul labour graet mat. Re nebeut a dud 'zo o labourat 'ban ospitalioù. gant goproù re izel. Kement 'mañ 'zo bet lakaet war wel pell 'zo dija! Muioc'h 'vit 200 bodadeg ha manifestadeg 'zo hudu 'ba Frañs. Ur mod da lakaat un tamm gwask war ar gouarnamant da boent "Segur ar yec'hed" da laret eo ar pranatd d'en em saonjal war ar mod da gas ar sistem yec'hed da vont war raok 'ba Frañs. 'Vit beure 'oa implijidi tiez ar re gozh Keraodren ha La Source, 'ba Brest, gant un tamm harzh-labour. Selaouomp, unan anezho, Solena ouzh mikro Erwan Blanchard.