Aesoc'h d'an dud o labourat en diavez doujañ deus ar reolennoù gwareziñ...
Evit pep stal eo bet maread an enkañ hag ar c'horonavirus disheñvel. Hervez ar riskloù da dreuskas ar c'hleñved, pe ar redi a oa deus ar vicher evit mat ar vro, eo bet bevet an traoù en ur mod disheñvel gant an dud. Gant ar stal Kerne Elagage, e sez e Kemper, n'eo ket bet ken start efedoù an enkadenn war vont en-dro ar stal eget ma oa bet raksoñjet. Daoust ma 'z eo bet sarret ar stal e pad pemzekteiz, eo loc'het al labour buan a-walc'h da c'houde. Quentin Puech, e penn ar stal, a zispleg penaos eo aes d'an deknisianed doujañ deus ar reolennoù gwareziñ, dre ma reont ul labour diavaez.