en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

PJ Helias ha Bro-Vigouden 'vo diskouezhet war Arte!

PJ Helias ha Bro-Vigouden 'vo diskouezhet war Arte!

A-benn nebeut e c'hello an Alemaned, ar Fransizen, hag arvesterien Europad all ar chadenn Arte, dizoleiñ bro Vigouden dre sell Pêr-Jakez Helias. An abadenn « Invitation au Voyage » a zo un heuliad reportajoù berr, pemdeiziek, hag a lak an dud da zizoleiñ ur vro, dre he sevenadur hag un arzour liammet ganti. Savet zo bet nevez 'zo filmouigoù diwar benn bro Aodoù-an-Olifant gant ar c'haner reggae Alpha Blondy da skouer, unan all diwar benn kêr Krakow e Pologn gant ar saver filmoù Kieslowski, bro Saoz gant ar skrivagner Roald Dahl, pe c'hoazh tostoc'h outomp, diwar benn bro ar Perigord a dreuz buhez hag oberenn Claude Chabrol. Anne Lossouarn, sevenourez o kenlabourat ingal gant Arte, a zo a orin deus Kemper ha tomm da Vreizh. Dibabet he deus sevel ur rann diwar-benn bro Vigoudenn, oc'h heuliañ buhez hag oberenn Pêr-jakez Helias. Fañch Broudig hag an eus bet anavezet mat ar skrivagner breton, a zo bet goulennet digantañ kemer perzh er film. Emañ deus mikro Tunvezh Wlegen-Grandjean. Diskinnig : Desket vo arvesterien Arte war ar cheñchamantoù c'hoarvezet da Vreizh en XXvet kantved, e kerzh unan deus an abadennoù « Invitation au Voyage » neuze. N'ouzer ket resis pezavare e vo skignet ar rann-mañ evit c'hoazh ; a-benn an diskar-amzer e vo graet moarvat.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio