En arvar emañ ar livadurioù ba chapel IV Kran e Trevlean.
E Trevlean, en du doh ar c'huzh-heol a Wened emañ lec'hiet ar chapel Itron Varia Kran. Savet eo bet da getañ en 12vet kantvet ha ledanaet diwezhatoc'h d'ar 15vet kantvet. Àr ar mangoerioù eh eus livadurioù kozh-tre iwez, a 1594. Klaset eo bet ar chapel barzh ar monumantoù istorel e 1962. ha neuze e oa bet kroget get adkempenn ar chapel tamm ha tamm. Ur labour oa bet graet dija evit klask gwarantiñ ar livadurioù mes gwasoc'h e oa daet da vout. Hag emañ hiziv ar livadurioù en arvar adarre. Ur chantier nevez zo digor èl ma tispleg deomp Padrig Puireux, prezidant kevredigezh mignoned ar chapel, doh mikro Yaëlle ar Mouel.
Ar labourioù a gousto en oll, daou gant mil euro, arc'hantaet get an drac, an departamant, ar rannvro ha parrez Trevlean.
http://lesamisdecran.blogspot.fr/