Gouenelouriezh ar polis e Breizh
"Black lives matter". Setu al lugan a glever da geñver ar manifestadegoù 'zo aozet er bed a-bezh 'vit reiñ ur souten d'an dud 'neunt da c'houzañv feulster ar boliserien hag ar gouenelouriezh.. E New-York, Bristol, Budapest, Madrid, Pariz pe Roma 'zo bet dalc'het manifestadegoù 'kerzh ar fin ar sizhun-mañ gant milieroù a dud o kemer perzh enno. O sevel 'mañ ul lodenn eus poblañs ar bed war lerc'h marv George Floyd, un den du e groc'hen, lazhet en ur mod kriz gant pevar poliser 'ba Minneapolis pempzektez 'zo. Ha 'ba Breizh, 'vel 'ba lec'h all, 'c'hall tud bout tapet fall 'blam da liv o c'hroc'hen. Selaouomp soñj Edern Madeg, 'zo livet kaer e groc'hen, war 'pezh 'zo o c'hoarvezout war lerc'h marv George Floyd. Gant Erwan Blanchard.
Ur gerzhadeg 'vo aozet 'benn dimerc'her 'ba Brest. Da div eur goude merenn 'ba plasenn ar Frankiz eo lakaet an emgav.