Brezhonegerez ar bloazh...
Brezhonegerezh ar bloaz eo bet anvet Solena Raynaudon-Kerzhero gant juri Prizioù dazont ar brezhoneg ar bloaz 'mañ. Ar plac'h yaouank a orin eus Naoned 'oa bet lakaet he anv e rummad brezhoneger ar bloaz asambles gant daoù zen yaouank all: Perrynn Bleunven, ar ganerez eus Plabenneg ha Roderig Halleguen 'neus savet ur chadenn youtube 'vit diskouezh e sketchou fentus. Aet ar maout gant Solena 'zo o labourat 'giz ergoterapourez gant Ildys, ur stal 'ra war dro an dud named hag an dud kozh e Bro-Leon, kar 'neus silet un tamm mat a vrezhoneg en he labour. Petra degas seurt prizioù hervez Solena? Selaouomp he respont deus mikro Erwan Blanchard.