en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dañjer a vez lakaet war ar c'helen brezhoneg gant ar c'helen saozneg !

Dañjer a vez lakaet war ar c'helen brezhoneg gant ar c'helen saozneg !

12 kannad o deus kensinet ul lizher kaset da Vinistr an Deskadurezh Stad, Jean-Michel Blanquer, ar sizhun dremenet. Pal al lizher eo kelaouiñ ha gervel ar gouarnamant war ar riskloù da lakaat kevezerezh etre ar yezhoù rannvro hag ar yezhoù estren en deskadurezh er skol. E Breizh e departamant Penn-ar-bed zo bet embannet gant an Ensellerezh Akademek e vo lakaet ar c'hentelioù tañva d'ar brezhoneg war ar memes rann hag ar saozneg a-benn an distro skol. Implijet vez gant ensellerez Akademiezh Penn-ar-Bed ur c'helc'hlizher bet embannet e 2017 evit ma vefe ret d'ar vugale dibab etre an tañva brezhoneg pe an tañva saozneg. Evit ar c'hannad Paul Molac ezel eus ar strollad Liberté et Territoire eo bet fall implijet ar c'helc'hlizher niverenn 2017-072-se.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio