en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Serret 'vo gant Renault "La Fonderie de Bretagne" e Kaodan

Serret 'vo gant Renault "La Fonderie de Bretagne" e Kaodan

Serriñ an Uzin la Fonderiñ de Bretagne 'zo staliet 'ba Kaodan, chouk an Oriant. Setu pezh n'eus c'hoant ober ar stal Renault evit klask saveteiñ ar strroll greantel. Embannet oa bet ar sizhun diwezhañ gant ar c'hazetennoù sizhuniek Challenges ha le Canard enchainé e vefe dibabet gantar produer otoioù serriñ 4 embregerezh 'ba Bro C'hall evit adlansiñ ekonomiezh ar stal vrudet, hervez kont. En o zouez emañ an Uzin « La Fonderie de Bretagne ». Abaoe dilun ziwezhañ 'zo graet harz labour gant al labourerien evit 'vefe dalc'het an uzin. Gortozet eo ganto emvod ar CSE hag a vo dalc'het hudu evit gouzout e peseurt mod e z'aio an traoù. Denis Le Duigoù a zo bet o labourat e-pad 18 bloaz e ti kêr Lannarster. E karg eo bet eus aferioù ekonomikel ar gumun. War e leve emañ abaoe 2014 met gouzout a ra mat penaos e tro an traoù en uzin peogwir 'oa bet heñ ezel eus ar PCF e-pad meur a vloavezh . Displegañ a ra deomp perak eo pouezhus e kendalc'hfe an uzin da dreiñ. Emañ deus mikro Neven Penneg.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio