Notennoù mat tre ha respont kadarn ebet war Parcoursup...
War ar rouedadoù sokial e vez leiz a gaoz dibaoe ma zo bet roet e zisoc'hoù gant Parcoursup. Niverus eo al liseidi hag a zo dipitet gant ar respontoù negativel o deus resevet, hag a na glot ket gant ar pezh e oant o c'hortoz. Ur bern tud yaouank a vez o tiskouez o c'herse war ar rouedadoù sokial. Unan hag en eus graet trouz eo ur plac'h yaouank deus kêr Reims, Sorenza, chomet hep respont kadarn ebet deus perzh ar stummadurioù he doe ur gwir c'hoant da heuliañ, daoust dezhi bezañ bet notennoù mat tre e kerzh ar bloavezh skol. Ar pezh a soñj a zo rannet gant ur bern tud yaouank all, a lâr Tunvezh Gwlagen-Grandjean.