Al liseidi hag al lec'hienn Parcoursup...
Dimeurzh d'abardaez zo bet roet an disoc'hoù gant al lec'hienn parcousup. Ar poellad lakaet e plas gant ar gouarnamant o servij da gavout ur stummadur da bep lisead pe liseadez evit ar bloaz a-zeu. Graet 'n eus ar sistem komz diwar e benn ar bloavezh ziwezhañ pa oa bet lakaet e plas evit ar wech kentañ, peogwir e c'hell bremañ ar stummadurioù ober o dibap etre al liseidi. Hag eo disoc'h an dibap-se hag a zo deuet maez dimeurzh. Lod deus an dud yaouank e klas termen o deus bet ur respont pozitivel gant lod skolioù neuze, lod all o deus bet ur respont negativel. Met ar pep brasañ a zo war listennad gortoz. Parcoursup a zo un doare c'hoari ar c'hadorioù, gortozet vez e vefe bet kadarnaet o dibab gant ar re hag o deus bet meur a respont pozitivel, evit ma vo dieubet plasoù.
Enora Fedieu he deus lakaet he anv e meur a stummadur medisinerezh.
An holl zanvez studierien n'o do ket a respont pozitivel kerkent an dro gentañ. Un eil tro a-zilerc'h a zo raktreset da vezañ digoret a-benn ar 16 a viz Even, lec'h ma c'hello an dud yaouank ober un eil troiad hetoù, gant ar stummadurioù hag a chomo plasoù ganto.