Staliet 'vo ar c'huzulioù kêr nevez araok fin miz Mae!
Gant ar gouarnamant eo roet an asant da staliañ ar c'huzulioù kêr nevez, 'bar c'humunioù lec'h m'eo aet an tu kreñv gant ul listennad da geñver an dro gentañ. Kement 'oa bet kaset da bell nebeut war lerc'h tro gentañ an dilennadegoù, d'ar 15 a viz Meurzh, gaozen d'ar c'hlenved red Covid 19. Ranket 'neunt ar skipailhoù 'oa e plas kenderc'hel gant o c'hargoù muioc'h 'vit daou viz ouzhpenn 'pezh 'oant sañset ober. 'Ba Frañs eo 30 000 kuzul kêr ha maer nevez c'hallo komañs gant o labour dilennidi 'benn dilun ha staliet 'vefont ez ofisiel etre an 23 hag an 28 a viz Mae. Keit se 'zo dilennidi 'neunt ranket derc'hel ganti, 'vit lod, d'an nebeutañ 'vit ar re 'noant divizet paouez gant ar politikerezh 'oa poent lakaat ur fin. Dav eo bet dezho merañ un enkadenn 'oant ket o c'hortoz. Penaos 'mañ an traoù gant Marie-Claude Morvan 'zo maer Hanvec 'baoe 19 vloaz. Gant Erwan Blanchard.