Bus, tram, marc'h-houarn: mont ha dont 'ba Brest warlerc'h ar prantad klozañ!
Adalek hudu e vo adkomanset gant lod ac'hanomp mont ha dont 'vit mont da labourat, mont d'ar skol pe perak ket mont da bourmen. 'Ba Brest Meurgêr eo bet aozet gant Bibus, ar stal 'ra war dro d'ar busoù ha d'an tram eno, pep tra 'vit kas-degas ar veajourien. Sañset 'vez kaset war dro 80 000 anezho bemdez. 'Vo ket memes jeu da geñver penn kentañ an digenfinañ. 'Vit goar hiroc'h, selaouomp Yann-Fañch Kerneis 'zo kuzulier 'ba Brest Meur ger e-karg eus an transportoù oberiant.