en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ha Fañch c'hoazh hag adarre!

Ha Fañch c'hoazh hag adarre!

Ha Fañch c'hoazh hag adarre. Awen Fañch e anv d'ar paotrig, hag un dildenn war e eil anv, paotr-kaezh! Ganet 'oa ur pemzektez bennaket zo en ospital Gwengamp, e Pabu 'ta, ha nac'het gant servijoù ar gumun disklêriañ e anv evel 'oa bet skrivet gant e dud, un dildenn war an N 'ta. N'eo ket gant bolontez fall a-berzh ar sekretourez 'devoa graet war-dro, met diwar ul lizher kaset d'an tiez-kêr gant prokulor ar republik e Sant Brieg, penngêr an departamant. N'eus ket droed d'ober gant sinoù na vez ket graet gante e galleg prop, dambistek! Sed aze savet un tamm bec'h adarre, ha prest tud ar paotrig d'ober trouz kalz pelloc'h evit na ve bet soñjet gante da gentañ, sur. Setu pezh a lâr Magali dimp, homañ mamm Awen Fañch. Ouzh mikro Tudual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio