Aet eo Erwan Evenou d'an Anaon
Dirgwener tremenet eo aet ar stourmer evit ar brezhoneg Erwan Evenou d'an Anaon. An den, ganet e bro Aljeria, skrivagner ha yezhoniour, a zo bet kerkent er bloavezhioù 50-60 o stourm evit ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Bez e voe bet prezidant ar C'hevredad Gouren, hag, ezel deus an UDB, en em ginniget e voe Erwan Evenou e dilennadegoù lezennel 1973.
Kontiñ a rae e 2018 deus mikro Tomaz Laken e Radio Kreiz Breizh penaos e oa deuet da zeskiñ brezhoneg.