Start vo d'ar Rann-vro derc'hel gant live ar yalc'hadoù roet d'ar brezhoneg e 2021
Gant an enkadenn gaozen d'ar C'hovid 19 'neunt ranket an ensavadurioù lec'hel soñjal 'bar mod da skoazell ar gevredigezh da genderc'hel da vont en-dro. Dilennidi rannvro Breizh 'neunt klasket kas politikerezhioù da sikour ar re vreskañ da gentañ: an ospitalioù, an tiez 'vit ar re gozh hag an embregerezhioù. Memestra n'eo ket bet dilezet ar bed kevredigezhel. Votet eo bet, nevez 'zo, gant ar rannvro sevel ur c'hef 5 million a euroioù 'vit reiñ sikourioù dreistordinal d'ar c'hevredigezhioù lakaet diaes tre. hag en o zouez ar c'hevredigezhioù a labour 'vit ar brezhoneg. Met da gentañ 'oa bet divizet gant Rannvro Breizh derc'hel live ar yalc'hadoù 'oa bet votet evit 2020, setu 'pezh 'neus displeget Lena Louarn , bez-prezidantez rannvro Breizh, da Erwan Blanchard.
Gall 'ra an nen mont e darempred gant kargidi servij ar brezhoneg 'bar Rannvro, 'ba Roazhon, 'vit displegañ an diaezamantoù 'zo gant kement kevredigezh 'zo ha dre se klask kaout diskoulmoù.