Re a laezh 'zo produet 'ba Frañs!
Eilpennet eo ekonomiezh ar vro gant an enkadenn, abaoe ur miz. Peseurt efed 'n eus ar lajad-mañ war ar broduerien laezh ? 'Ba bro C'hall e vez gwerzhet 40% deus al laezh 'ban estrenvro, padal eo serret an harzoù. Riskl a zo neuze vo produet kalz muioc'h a laezh gant al labourerien douar 'ba Bro-C'hall evit m'eo bevezet gant ar c'hallaoued. Goulennet 'n eus neuze ar gouarnamant gant ar broduerien digreskiñ o froduiñ eus 5%. Selaouomp Mikel Kraz-Pennober a zo saver saout laezh e Rieg. Emañ deus mikro Beñjamiñ Bouard 'ba Radio Kerne.