saotradur an aer gant ar mikro-rannigoù...
Feuket eo ar c'hevredigezhioù difenn an endro gant diviz prefedoù Breizh : aotreet o deus en un doare dreist-ordinal al labourerien-douar da skuilhañ louzoù chimik tostoc'h deus an tiezh. Al lezenn da zifenn ar skuilhañ pestisidoù dindan 5 metrad deus an tier, padal, a oa en pleustr dibaoe tri miz nemetken. Evit ar gevredigezh « Sauvegarde du Trégor » da skouer eo trapet an dud war ar maez neuze etre ar riskl da vezañ klañv gant ar c'horonavirus, hag ar riskl da vezañ pistriet gant louzeier chimik. Lañset he deus ar gevredigezh ur sinadeg war al lec'hienn « cyberacteurs » da c'houlenn ma teuio ar prefeded en-dro war o aotrez dreist-ordinal.
Degaset vez da soñj ouzhpenn an dra-se gant difennerien an endro, al liamm a zo etre labourerezh-douar industriel ha Kovid-19, dre saotradur an aer gant ar mikro-rannigoù (micro-particules).
Essyllt Louarn a zo enklaskerezh evit ar CNRS war sujed saotradurioù an aer.