Ar beizanted o kendec'hel gant o labour...
Stanket 'zo ul lodenn vat eus an ekonomiezh 'bar vro ha 'bar bed gaozen d'ar c'hleñved red Kovid 19. Memestra 'rank an nen debriñ se 'zo kaoz e kendalc'h ar beizanted da labourat. Etienne Sala"un 'zo unan anezho. Ar peizant yaouank 'zo produer laezh 'ba Lannurvan chouk Landerne. Evit poent n'eo ket cheñchet kement se e vuhez 'vit pezh a sell eus al labour. Setu 'pezh 'neus kontet da Erwan Blanchard.