Prizioù 2020 ar brezhoneg...
Dirgwener tremenet e oa da vezañ dalc'het an abadenn war eeun da reiñ Prizioù ar brezhoneg gant Frañs 3. Dre gaoz da stad an traoù ha d'ar riskloù liammet gant kleñved ar C'hovid 19 eo bet nullet an abadenn. An emvod da zibab ar re aet ar priz ganto a zo bet dalc'het dirgwener e kerzh an deiz memes tra, evel ma oa da vezañ. Met n'eo ket bet embannet an disoc'h deushtu. Ur mod all d'ober a zo bet soñjet ober gant renerien Frañs 3. Mael Gwenneg a zo en karg deus an abadennoù e brezhoneg evit ar chadenn dele. Emañ deus mikro Tunvezh Gwalgen-Grandjean.