"Ti ar brezhoneg", ul lec'h evit ar vrezhoegerien nemetken e Plougastell-Daoulaz
Gant an dilennadegoù kêr o tostaat 'neunt ar geodedourien hag ar c'hevredigezhioù an digarez da c'houlenn gant an danvez dilennidi skoazell 'nezho gant o raktres. 'ba Plougastell-Daoulaz 'zo en em lakaet meur a gevredigezh 'vit sevel ur steuñv da gas ar brezhoneg da vont war raok 'bar gumun. Unan eus elfennoù ar steuñv se eo krouiñ ul lec'h gouestlet d'ar vrezhonegerien, "Ti ar brezhoneg". Muioc'h a displegadennoù, da gentañ, gant Yann-Fañch Kervella, ezel eus ar gevredigezh "An Daoulamm". Gant Erwan Blanchard.