Ar CGT enep an SLB : disoc'h d'an 28 a viz Kalañ-Gouianv
Dimerc'her vintin e lez-varn Roazhon en eus goulennet CGT tennañ emstrivadur ar sindikad SLB evit an dilennadegoù embregerezhioù o tont a zo graet evit dilenn tud sindiket en en embregerezhioù vihan. Evit ar wech kentañ goude e grouidigezh e 2001 emañ SLB war ar renk met embann a ra CGT n'eo ket SLB ur sindikad met ur strollad politikel. Klemm a ra neuze SLB. Divizout a raio al lez-varn d'an 28 a viz Du.
Morgane Cotten, ezel eus SLB a zispleg hiroc'h deomp war ar prosez hag an arguzennoù ouzh mikro Katell Uguen.