Keloù deus an eil lise Diwan e Gwened
Nullet eo dorioù digor Lise Diwan ar Morbihan hag a oa sanset bezañ dalc'het e Gwened an dibenn sizhun mañ. Bac'het eo Rener Skolaj/Lise Diwan ar Morbihan en e di en Alre dibaoe penn kentañ ar sizhun abalamour d'ar c'horonavirus. Ar pezh ne virr ket outañ labourat er gêr hag eskemm gant ar skipailh pedagogel dre ar genrouedad. Ar bloavezh skol o tont e vo ul lise Diwan nevez e Gwened. Penaos emañ stad an traoù a-raok distro skol miz Gwengolo 2020 ?! Respont diouzhtu gant Sylvain Derrion rener lise ha skolaj Diwan ar Morbihan hag a oa deus mikro Neven Penneg.