Sinema : gorreg eo ar gizioù da cheñch
Pemp devezh goude ma vi bet roet priz ar gwellañ sevener da Roman Polanski evit e film J'accuse eo rannet tud bed ar sinema muioc'h eget biskoaz. Deus un tu e kaver an dud a gav dezho n'heller ket mirout deus un den da sevel filmoù peogwir en eus graet torfedoù spontus. Lambert Wilson, Fanny Ardant o deus embannet difenn ar sevener. Deus an tu all emañ ar re a zo mantret o welet e c'hell unan tamalet, bezañ enoret gant ur priz meur evel hini ar Cesaroù. Gwir eo e vez degas da soñj e oa bet kondaonet Roman Polanski gant ar justis amerikan er bloavezhioù 1970 evit bezañ bet darempredoù reizhel gant ur plac'hig 13 vloaz. Goude e varnadeg e oa terc'het Polanski da Frañs kuit da vezañ barnet startoc'h gant ar justis en un eil prosez. Nevezoc'h 'zo, dibaoe 2010, zo bet 11 maouez o tiskleriañ bezañ bet taget en un doare reizhel gant ar sevener. Petra soñjer deus an dra-se gant tud bed ar sinema e Breizh ? Selaouomp Mona Karv ha Justine Morvan, komedianezed.
Ar re hag a ra reuz o klask cheñch doareoù ar wazed gant ar maouezed e bed ar sinema, a gemer riskloù koulskoude. Ur rener kastingoù an eus gourdrouzet anaktourez Adele Haenel da vezañ echu he c'harierenn, goude m'he defe kuitaet sal ar Cesaroù gant trouz pa voe bet resevet e briz gant Roman Polanski.