Skolaj Diwan Gwened hag ar C'horonavirus
'Ba departamant Morbihan eo 'zo paket ar muiañ a dud gant ar c'hleñved red Coronavirus: dec'h 'oa marvet un den a 92 vloaz 'ba Ospital Gwened, 11 den all 'zo dalc'het 'ba Ospitalioù an Alre ha 'ba Gwened. E Skolaj Diwan ar Morbihan eo bet ret d'ar skipailh pedagogel en em aozañ gant afer ar c'horonavirus. Un nebeud skolajidi ha kelenerien zo bac'het en o di en Alre. Gregori Evenas penngasour e skolaj ar morbihan ha Gwenael ar Bras kelenner war skiantoù an douar a oa deus mikro Neven Penneg.